Gresianeg Calabria

Gresianeg Calabria pe gresianeg Bova (grecanico pe greco vutano e gresianeg Calabria, diwar da Vùa -> Bova) a zo anv ur rannyezh gresianek a-vremañ komzet e Calabria e su Italia diorroet diwar ar henc'hresianeg hag ar gresianeg bizantek degaset eno pa oa bet trevadennet gant Gresiz.

Daoust ha ma reer "gresianeg Italia" pe "gresianeg su Italia" (gresianeg unvan: κατωιταλιώτικα; "su italianeg") koulz ouzh gresianeg Calabria hag ouzh ar griko war un dro, e gwririonez eo disheñvel an eil yezh e-keñver bep o yezhadur ha bep o diorroadur istorel.

Takad-implij gresianeg Calabria: Grecìa Salentina ha Bovesia

Meneget eo gresianeg Calabria e "Levr Ruz" an UNESCO [1] gouestlet d'ar yezhoù en arvar kichen-ha-kichen gant ar griko ha gant Euromosaic[2] e vez anavezet gresianeg Calabria evel unan eus yezhoù minorelaet Unaviezh Europa ha laket e vez ivez gante da yezh en arvar da vont da get.

Gant Ethnologue e vez renket evel ur rannyezh gresianek [3] gant gresianeg Pontos ha gresianeg Tsakonia.

N'eo ket aet war gresk ar yezh a-hed hec'h istor ha manet eo atav war live ur yezh dre gomz ha n'eo bet implijet biskoazh na gant ar velestradurezh na gant an iliz na zoken evit sevel ul lennegezh dre skrid en un doare fonnus pe fonnusoc'h.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search